TRO BREIZ 2018

Mon panier
Aucun article
»
» Istor Tro Breiz

Istor Tro Breiz





Istor Tro Breiz

 

Lev evit un tamm troiad e Breizh war hentoù Tro Breiz ! Un droiad kaer, tost da 700 kilometr anezhi, da ober tamm-ha-tamm pe en un tennad… Ur veaj meur a gant vloaz dezhi hag a gas ac’hanoc’h betek kalon Istor Breizh, etre al lannier gouez, ar brug o liv flamm, an hentoù don, bord ar mor hag a ray deoc’h chom sebezet, bandennoù morenn, peulvanoù didrouz, gladoù marzhus, mojennoù kevrinus... Mont war hentoù Tro Breizh n’eo ket bale evel m’eur kustum d’ober, n’eo ket ret erruout en ul lec’h bennak, n’eus nemet un droiad da beurechuiñ. Pep hini a doull e hent o lakaat e seulioù war roudoù Seizh Sant Diazezer Breizh, a-raok distreiñ d’al lec’h loc’hañ… ha c’hwi cheñchet !

 

 

Tro Breiz ?

Ar « pirc’hirinaj davet ar Seizh Sant » eo hag a zo anezhañ abaoe ar Grennamzer. Diskenn a ra he gwrizioù betek kalon an hengounioù rakkristen ha lidoù an drouized. Ken pouezus e oa ar pirc’hirinaj-mañ ha re Roma, Jeruzalem ha Sant-Jakez a Gompostela ! Gwechall e veze kemeret penn an hent gant ar birc’hirined pemzektez a-raok Pask, ar Pantekost, Gouel Mikael pe Nedeleg evit ober an droiad istorel-se dindan ur miz… war roudoù ar Seizh Sant !

 

Tro Breizh ar Seizh Sant ?

Tud divroet eo o deus savet Breizh ! A-viskoazh, ar pellañ ma c’haller delc’her soñj, ez eus bet hentoù daremprediñ hag eskemmoù kenwerzh etre Enez-Vreizh (Breizh-Veur a vremañ) hag Arvorig (Breizh a vremañ). Adalek an 3vet kantved war-lerc’h J.K. e oa bet lakaet tud eus Enez-Vreizh da zont da sikour an Impalaeriezh Roman he doa ezhomm soudarded en Arvorig evit talañ ouzh tagadennoù ar birated pikt, skot, sakson, frizian ha kement zo. Etre ar 5vet hag ar 7vet kantved war-lerc’h J.K. e teuas strolladoù tud en o fezh, klannoù, en o fenn menec’h hag a oa ganet an darn vrasañ anezhe e tiegezhioù uhel, da dreuziñ Mor Breizh evit en em staliañ en Arvorig. Da neuze e oa prest ar vro da zegemer anezho. Meur a dra zo kaoz d’an eil koulzad divroañ-se, ha ned eont ket an eil enep egile :

 

 

  • an disromanekaat e Breizh en doa roet lañs en-dro d’ar gevezerezh etre ar pennoù-bras, diwar neuze e voe galvet ar Saksoned da sikour ; dont a reas ar re-se da aloubiñ ar vro a-benn ar fin,
  • da-heul badeziant Hlodwig e voe krog gant ur maread emglev « frank » gant ar Vretoned, rak-se e veze aesoc’h treuziñ ar mor
  • bez’ e oa ur « Rouantelezh Doubl » a bep tu da Vor Breizh, e-giz-se e c’halle ar Vretoned staliañ rouantelezhioù bihan en daou du da Vor Breizh, evel trevioù,
  • kement d’ur mare ma oa ar misionoù hag an avielerezh en o barr gant ar venec’h kelt 
     

Setu ma vez enoret 7 eus ar Sent Diazezerien-se gant ar birc’hirined hag o Zro Breiz : sant Paol Aorelian e Kastell-Paol (29), sant Tual e Landreger (22), sant Brieg (22), sant Maloù (35), sant Samzun e Dol (35), sant Padern e Gwened (56), sant Kaourantin e Kemper (29).

 

Tro Breiz, alc’hwez ar baradoz ?


Hervez ur vojenn gozh eus Breizh e vefe sur kement Breton hag en deus echuet e Dro Breiz a-raok fin e vuhez da c’hounit e varadoz. Er c’hontrol, ma ne zeu ket a-benn d’en ober a-raok fin e vuhez... e vo ret dezhañ en ober ur wech marv o vont hed e arched war-raok bep bloaz ! Sed aze un afer avat…



 

Tro Breiz, un droiad war-zu ar sav-heol ?

A-dra-sur n’eo ket Tro Breiz un dro-vale evel ar re all ! Ne vezer ket war an hent evit mont d’ul lec’h bennak, evit peurechuiñ un droiad ne lavaromp ket… Mont a ra an hent-se d’ober an dro da Vreizh en ur zegas da soñj eus hec’h istor hag hec’h identelezh. « Ober Tro Breiz » a dalvez ivez evit pep hini mont da doullañ e hentig dezhañ e deun e ene, gant se n’eo ket an den evit distreiñ d’ar gêr goude-se evel ma oa pa oa o ;loc’hañ ! Gant ar c’hilometroù hag ar c’hejadennoù ec’h adkaver ar pep pouezusa؜ñ hag e reer un tamm « diboultrennañ » d’ar spered, ar pezh a ra kalz a vad… Ouzhpenn-se, ez a Tro Breizh penn er sav-heol kantvedoù zo… Gant an droiad kozh e vez stummet pirc’hirined nevez-flamm !

 

Tro Breiz hiziv an deiz ?

Abaoe 1994 e vez kaset ar pirc’hirinaj kozh-kozh-mañ en-dro gant ar gevredigezh « Hentoù Tro Breiz » (Lezenn 1901) war roudoù ar Seizh Sant Diazezer :
 

  • Da-geñver « Baleadeg an Hañv » ma kinniger bep bloaz unan eus ar 7 tennad a ya d’ober Tro Breiz. E-kerzh ar valeadeg-se ez a pep hini da doullañ e hent diabarzh dezhañ : glad, maezioù, bale, daremprediñ an dud, speredelezh… Un avantur a-stroll m’en em gav war ar memes gwenodennoù tud hag a gred ha re all ha ne gredont ket, baleerien arroutet pe amatourien, tud sot gant an natur, sportourien hag a vez o klask mont pelloc’h, Bretoned a orin pe choazet ganto dont da vezañ... Ur gwir garavanennad tud a bep seurt hag a vez o vale en ur dapout nerzh... war-zu ar sav-heol !
  • A-hed ar bloaz e kinniger un « Hentad Pad » eus Tro Breiz, d’an dud da c’hallout mont war hentoù don Breizh... a gammedoù ramzed !

 

 

 

 

 

Le Tro Breiz se vit...et se lit !

 

Jean-Francis Clair a participé au Tro Breiz 2017 pour le Magazine Randos Balades qui nous a très aimablement autorisé à reproduire cet article généreux sur cette page pour une durée limitée.

 

De très belles pages à déguster pour revivre le Tro Breiz 2017, découvrir le Tro Breiz si vous ne le connaissez pas

...et vous abonner à Randos Balades !

 

 

Lire l'article

 

 

 

 

 

 

 

 

Ce site utilise des cookies destinés à optimiser votre expérience sur ce site et à vous proposer des offres correspondant à vos centres d’intérêt. En naviguant sur ce site, vous consentez à l’utilisation de ces cookies.
J’ai compris