Abaoe 1994 eo bet adlañset « Pirc’hirinaj Seizh Sant Breizh » an amzerioù gwechall gant ar Gevredigezh « Hentoù Tro Breiz »… Tost da 700 kilometr hentoù rannet e 7 tennad, ouzhpenn 1500 a dud o kemer perzh e « Baleadeg an Hañv », tost kement a dud e-pad ar bloaz ha 10 000 ezel a-benn nebeud, setu ma vez kalz a dud war an hentoù !
Pell en tu all d’un droiad ordinal e Breizh war-droad, d’ur valeadenn, ez eo « Tro Breiz », hiziv an deiz evel dec’h, ur gwir engouestl…! « Kerzherien » Tro Breiz a oar a-walc’h kement-mañ : mont evel er Grennamzer eus an eil eskopti d’egile, anezho ar 7 eskopti savet gant 7 Sant Diazezer Breizh, eo delc’her gant un hengoun dreistordinal en ur vevañ un avantur dispar a-stroll hag evit an-unan war ar memes tro !
"Kerzhit en hañv-mañ !"
Gwechall e veze echuet Tro Breiz en ur ober ur miz.
Hiziv an deiz ne vez ket aes dalc’hmat ober en un tennad ar 700 kilometr gwenodennoù a ra an dro da c’hourenez Arvorig !
Kinnig a ra ar Gevredigezh « Hentoù Tro Breiz » echuiñ Tro Breiz en ur ober 7 vloaz, gant ur sizhunvezh bale e-kreiz an hañv…
Gwechall ez ae an dud da vale war hentoù Tro Breiz pa vezed o tostaat ouzh Gouelioù Pask, ar Pantekost, Gouel Mikael pe Nedeleg.
Hiziv an deiz e c’hall an hini a fell dezhañ bale a-hed ar bloaz !
Ar Gevredigezh « Hentoù Tro Breiz » he deus digoret un « Hentad Pad » hag a vez kempennet ha diorroet ganti, d’an dud da c’hallout mont war hentoù don Breizh pa fell dezho... a gammedoù ramzed !
Hiziv an deiz, evel gwechall, echuiñ e Dro Breizh eo gounit un tamm eus e baradoz…
Ar Gevredigezh « Hentoù Tro Breiz » a ro pep a Barchenn Tro Breiz d’ar birc’hirined o deus peurechuet o zroiad ha lakaet stampilhañ o zremen-hent penn-da-benn. Ur barchenn a-gozh hag a desteni ez eo bet sevenet ar Pirc’hirinaj davet ar Seizh Sant.
Philippe Abjean
Président et Fondateur de l'Association "Les Chemins du Tro Breiz"
Philippe Abjean
Arlette Cebile
Armelle Cribier
Joseph De Beaufort
Marie De Blic
Marie-Alix De Penguilly
Marie-Annick Gauffeny
Nadine Guillemot
Françoise Jamet
Pierre Jourdren
Anne-Marie Le Guen
Armand Louarn
Guillaume Machy
Pascal Renault
Marie Joseph Vallier
Valentin Vincelot
Membres du Conseil d'Administrations de l'Association "Les Chemins du Tro Breiz"
Philippe Abjean - Président et Fondateur
Arlette Cebile - Trésorière Adjointe
Armelle Cribier - Trésorière
Marie De Blic - Secrétaire Adjointe
Nadine Guillemot - Secrétaire
Marie Joseph Vallier - Vice-Présidente
Membres du Bureau de l'Association "Les Chemins du Tro Breiz"
Dans le cadre de la préparation de la Marche de l'Eté du Tro Breiz :
Dans le cadre des relations avec les Fraternités du Tro Breiz :
Venez à la rencontre des Géants de La Vallée des Saints !
Rejoignez l’Association
« Les Chemins du Tro Breiz »
et découvrez en y adhérant l’aventure du Pèlerinage aux Sept Saints ! »
Pour participer aux marches proposées…
Pour recevoir toute l’actualité du Tro Breiz au jour le jour…
Pour vivre de l’esprit du Tro Breiz toute l’année…
Pour donner un coup de main et rejoindre la caravane des pèlerins…
Pour approcher la vie associative des « Chemins du Tro Breiz »…
L’Association « Les Chemins du Tro Breiz » ne vit que de l’adhésion de ses membres et de l’engagement de ses bénévoles.